An Albatroz - en breton
An Albatroz - en breton Book
Fri May 13, 2022 from 02:00 PM to 03:00 PM
2022-05-13 14:00:00 2022-05-13 15:00:00 Europe/Paris An Albatroz - en breton Reservations on : https://www.billetweb.fr/an-albatroz -- SEANCE EN BRETON 14hKontañ a ra An Albatroz istorioù mor hag istorioù oabl dre istorig bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul. Ur c’habiten eus Douarnenez a oa Yann-Vari ar Brizh, sorc’hennet gant ar soñj a oa deuet dezhañ pa oa o sellet ouzh al laboused-plavañ e-pad e amzersoudard ‘ba’ morioù ar SuG : saveteiñ ar vartoloded kollet er mor dre nijal. Ur wech deuet war e giz da Zouarnenez e vo savet gantañ ur c’harr-nij diwar batrom un albatroz. An abadenn-mañ a lak da vevañ taolioùesae hag a vez alies mat c’hwitet, alies mat strujus ivez. Kavet e vez enni tudennoù dister, didalvoud, ankounac’haet gant an Istor, hini al levrioù hag ar mirdioù. Bev-mat int er pozioù koulskoude. Hag eveldomp e klask ar re se toullañ un hent e-touez dizurzh ar bed. . .Neudennoù an istor a c’hoarvez gant teir yezh, hini ar gomz, hini ar sonerezh hag hini ar c’horf. A-bep-eil e ro an arvest da welet pe da glevet, da faltaziañ a-benn ar fin. Meur a stumm a zo warnañ : unan e brezhoneg, unan e galleg ha kement a stummoù divyezhek diouzh ar publik. Avel-Dro, Avenue Georges le Bail, Plozévet, France ASSOCIATION DIHUN
Timezone : Europe/Paris
SEANCE EN BRETON 14h

Kontañ a ra An Albatroz istorioù mor hag istorioù oabl dre istorig bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul. Ur c’habiten eus Douarnenez a oa Yann-Vari ar Brizh, sorc’hennet gant ar soñj a oa deuet dezhañ pa oa o sellet ouzh al laboused-plavañ e-pad e amzersoudard ‘ba’ morioù ar SuG : saveteiñ ar vartoloded kollet er mor dre nijal. Ur wech deuet war e giz da Zouarnenez e vo savet gantañ ur c’harr-nij diwar batrom un albatroz. An abadenn-mañ a lak da vevañ taolioùesae hag a vez alies mat c’hwitet, alies mat strujus ivez. Kavet e vez enni tudennoù dister, didalvoud, ankounac’haet gant an Istor, hini al levrioù hag ar mirdioù. Bev-mat int er pozioù koulskoude. Hag eveldomp e klask ar re se toullañ un hent e-touez dizurzh ar bed. . .
Neudennoù an istor a c’hoarvez gant teir yezh, hini ar gomz, hini ar sonerezh hag hini ar c’horf. A-bep-eil e ro an arvest da welet pe da glevet, da faltaziañ a-benn ar fin. Meur a stumm a zo warnañ : unan e brezhoneg, unan e galleg ha kement a stummoù divyezhek diouzh ar publik.
Read more
Organizer
ASSOCIATION DIHUN
bp 27, 29720, PLONEOUR LANVERN, France
0298876841